Gwechall e oa kalz a varchadourien-red o vont hag o tont ar straedou hag ar straedigou e traon an tu dehou, eus REKOURANS betek KERANGOO.
« Fourmaj gant dienn » a vouskane ar marc’hadour-fourmaj en ur sachan e garrigell a nerzh brec’h.. Dont a ra sonj deomp c’hoarzh eus ar saro a oa gantan evit ober e dro.
« Malw, malw, malw-gwenn » a sardone ar marc’hadour- malw-gwenn eus ar ru Beranger. En e gariolenn wenn e oa berniet podadou-kouevr bras gant lipousiri prizius e-barzh. Kerkent ma veze klevet ar sonig, e teue ar vugale d’ar red, ha, daoulagad lugernus warno, e tiskouezhert gant o bizied al lipousiri ken c’hoantaet.
« Faot a ra din kaout unan gell-mouk ».
... hag ar marc’hadour malw-gwenn a save goustadig ar golo-gwer hag a denne er-maes ar plezhennou malw-gwenn.
« ha me a faot din kaout unan du »...
Kervent servijet ha debret diouzh o naon, en em skigne ar vugale e-barzh ar c’harter : hag ar marc’hadour a lakae ar golo-gwer gant kement a evezh atav. Neuze ez ae pelloc’h en ur adkemer e ouidell « Malw, malw, malw-gwenn ».
Une traduction en breton du texte "petits métiers d’autrefois -1ère partie" par A.C.